Mont d’an endalc’had

labous

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Eilstummoù tipografek Gwelet ivez : Labous

Brezhoneg

Etimologiezh

(1732)[1] Eus ar c'hrennvrezhoneg lapoucc[2], amprestet digant al latin locusta dre al latin izel *loquusta, pe digant an hensaozneg lopust « lamperez ».[3]

Anv-kadarn

labous /ˈlɑː.bus/ gourel (liester labousedfurm vihanaat labousig)

  1. (Loenoniezh) Loen mellkeinek, dezhañ daou bav hag un divaskell, vic'haner, homeotermek ha goloet e gorf a bluñv. Dizant eo e bigos karnek.
    • Ul labous gwenn am eus gwelet
      O kanañ flour en ur boked
      — (Tad Abjean (dastumet gant an ), Breiz a gan.)
    • Kerzout a rae er mor e-giz ma kerz ar vagig skañv, displeg he goueliou par da askell eul labous. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 39.)
  2. Ger karantezus a vez lavaret d'ar vugale.
  3. (diwar-benn an dud) Kañfard.
  4. (Pemdez) Kalc'h.
  5. labous-yar : poñsin


Gerioù heñvelster

loen (1)

ger karantezus (2)

kañfard (3)

kalc'h (4)

Gerioù kevrennek

Deveradoù

Troioù-lavar

Troidigezhioù

loen (1)

Gwelet ivez

Daveoù

Roll an daveoù :