Mont d’an endalc’had

Brezhoneg

Eus Wikipedia
brezhoneg
yezh naturel, yezh vev
Iskevrennad euspredeneg ar mervent Kemmañ
Rann eusyezhoù rannvroel Frañs Kemmañ
Anv er yezh a orinbrezhoneg, Brezhoneg Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Genidik aBreizh, Rannvro Breizh Kemmañ
Deiziad kregiñ5. century Kemmañ
Linguistic typologyYezh VSO, Yezh V2, Nominativel-akuzativel, yezh enteuzel Kemmañ
Reizh yezhadurelgourel, benel Kemmañ
Lizherenneglizherenneg ar brezhoneg Kemmañ
Language regulatory bodyOfis publik ar brezhoneg Kemmañ
Statud ar yezh hervez an UNESCO4 en arvar bras Kemmañ
Ethnologue language status7 Shifting Kemmañ
Hashtagbzhg Kemmañ
Has conjugation classregular Breton conjugation Kemmañ
Rummad tostCategory:Breton pronunciation Kemmañ
Kod yezh Wikimediabr Kemmañ
Brezhoneg

Perzhioù
Komzet e : Breizh
Rannved : Europa
Komzet gant : etre 206 000[1] ha 295 000[2].
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e :
Akademiezh :
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 br
ISO 639-2 bre
ISO 639-3
Kod SIL BRE
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ur yezh keltiek a orin eus Enez Vreizh (Breizh-Veur/Preden) hag eus skourr ar yezhoù predenek eo ar brezhoneg, pe ar breton e lec'hioù zo[3]. Deuet e vije diwar ur voutinded yezh a vije bet etre Enez Vreizh ha Breizh Vihan (Arvorig) e-tro dibenn an Henamzer. A-gozh e vez komzet ha skrivet e Breizh.

Biskoazh ne voe komzet en darn vuiañ eus Breizh-Uhel (Bro-Naoned ha Bro-Roazhon), buan e yeas da get e Bro-Zol hag e Bro-Sant-Maloù levezonet-don e voe gant ar romaneg e bro Werrann hag e Bro-Wened[4] Tamm-ha-tamm ez eas ar brezhonegva war-gil ; hiziv ne vez komzet nemet e Breizh-Izel, er c’hornôg d’ul linenn hag a dreser dre vras eus Plouha da Wened)[5].

Istor diavaez ar brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hervez sontadeg TMO-KR Breizh 2018 hag OPaB, 246 180 a dud en holl

Bet eo komzet ar brezhoneg gant pennoù bras Stad Breizh betek an XIIvet kantved a-raok bezañ dilezet ganto. Deuet eo tamm-ha-tamm da vezañ yezh Goueled Breizh hag ar bobl vunut p'eo bet dilezet d'e dro gant an noblañs hag ar vourc'hizien, a zo aet war ar galleg. Al latin e oa yezh skrivet duged Breizh, hag ar galleg adalek ar XVvet kantved. Chomet ez eus gerioù prizius diwar ar brezhoneg kozh a vez implijet hiziv an deiz da sevel gerioù brezhonek nevez war tachennoù evel ar brederouriezh ha skiantoù mab-den, da skouer.

Kar-tost eo ar brezhoneg d'ar c'hembraeg ha, marteze, un tammig d’ar galianeg hag a zo aet da goll da vat war-dro kreiz ar VIIvet kantved, met n'eus tamm prouenn ebet e vefe bet levezonet ar brezhoneg gant ar galianeg peogwir n'ouzer ket nemeur a dra a-zivout stad ar galianeg en amzer donedigezh Brezhoned an Inizi da Vreizh-Vihan ha n'ouzer ket kalz hiroc'h diwar-benn brezhoneg an amzer-se kennebeut. Anavezet eo ar brezhoneg gant Aozadur ar Broadoù Unanet evel ur yezh evel a re all.

Brezhoneg ha Dispac'h gall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'he deus ket ar vonarkiezh graet netra a-enep ar yezhoù disheñvel diouzh ar galleg, met adal an Dispac'h gall eo bet cheñchet an traoù[6]. Kroget ez eus bet da gelenn galleg d'an holl dud ha da waskañ war un dro an holl yezhoù all a veze graet patois anezho en un doare dismegañsus, e Breizh peurgetket a-drugarez da zoareoù kriz da lakaat mezh war bugale er skolioù Stad pe gatolik. Dalc'het e voe d'ar politikerezh-se da lazhañ ar brezhoneg betek ar bloavezhioù 1960, da lavaret eo betek ar mare ma voe echuet well-wazh gant ar skolioù da zegemer bugale dic'hallek desavet e brezhoneg gant o zud.

Hiziv an deiz, ha pa gendalc'hfe ar politikerezh gall da lakaat galleg dre holl abalamour m'eo yezh ar republik, e vez komzet brezhoneg gant e-tro da 300 000 a dud c'hoazh (e-skoaz 1 300 000 er bloaz 1930). Evit diskouez pegen kriz eo bet an traoù a-enep ar brezhoneg ez eus ur frazenn anavezet mat hag aa lavar splann an traoù : « Il est interdit de cracher par terre et de parler breton ». E penn-kentañ an XXvet kantved ne ouie an hanter eus an dud nemet brezhoneg hag an hanter all a ouie an div yezh. Er bloaz 1950 ne chome mui nemet 100 000 a dud na ouient nemet brezhoneg.

Hiziv an deiz ez eo ar brezhoneg ar yezh keltiek nemeti hep statud ofisiel ebet. Ne fell ket d'ar gouarnamant lakaat cheñch mellad 2 ar vonreizh bet degemeret er bloaz 1994 hag a embann La langue de la République est le français.

Ingal en em vod dekviliadoù a dud e Frañs evit goulenn ma vefe kemmet al lezenn-se : en Europa ne vez kavet ul lezenn evel-se nemet e Frañs.

Nevez zo eo bet ar skolioù Diwan o klemm dirak Lez europat gwirioù mab-den evit ma vefe doujet da wirioù ar Vretoned e-keñver o yezh.

Brezhoneg a vez komzet ivez en estrenvro hag e Bro-C'hall, er c'hêrioù bras dreist-holl.

Marevezhioù ar brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
« Spilhennig » : merk ar vrezhonegerien.

Boas eur da rannañ istor ar brezhoneg e meur a varevezh.
Betek an VIIvet kantved ne oa bet kemm bras ebet etre ar predeneg komzet e Breizh-Vihan hag an hini komzet e Breizh-Veur.

An deskadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
% a skolidi en un hentad divyezhek er 1añ derez
% a dud a-du pe a-du-kenañ da gaout muioc'h a vrezhoneg er skolioù

Er bloaz 1977 e voe krouet ar rouedad skolioù Diwan. Er skolioù-se e vez desket dre ar brezhoneg (4 337 skoliad da vare an distro-skol e 2018[7]).

Klasoù divyezhek zo ivez e skolioù Stad Div Yezh (8 563 skoliad) hag e skolioù katolik prevez Dihun (5 437 skoliad)[8]). Miliadoù a dud yaouank (18 337 en holl e 2018) a ya da skolioù seurt-se adal ar skol-vamm betek fin al lise.

Pell emañ ar sifroù-se diouzh goulenn an dud c'hoazh, hervez disoc'hoù sontadeg TMO/Kuzul-rannvro Breizh 2018.

Geriadurouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannyezhoù ar brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Petra zo dibar d'ar brezhoneg ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tres ar verb : ober / bezañ oc'h ober

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel en iwerzhoneg ez eus daou stumm da bep amzer verb e brezhoneg. Kemm zo etrezo hervez m'eo boas an ober pe n'eo ket. Kavet e vez traoù evel-se e saozneg ivez. Kavout a reer en amzer-vremañ ur stumm boas hag ur stumm war ober :

  • Me zo o komz gant ma amezeg (bremañ pa lavaran)
  • Me a gomz gant ma amezeg (bep mintin)

Er verb bout (bezañ) hag er verb kaout avat ez eus daou stumm disheñvel hep stumm war ober ebet (gant ar « verb bezañ + o + anv-verb ») :

  • Skuizh on hiziv
  • Skuizh e vezan da Wener
  • Naon am eus heno(a)zh
  • Naon am bo fenoz
  • Naon am bez bemnoz

Araogennoù displeget

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel er yezhoù keltiek all a-vremañ e vez displeget an araogennoù e brezhoneg hervez ar gour, da lavaret eo ez a ar raganvioù-gour d'ober ur ger hepken gant an araogenn zo araozo.

Araogenn GANT
Gour Displegadur
me ganin
te ganit
gant
hi ganti
ni ganimp, ganeomp
c'hwi ganeoc'h
i gante, ganto

Keñveriañ gerioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En daolenn amañ dindan e kavor perzhioù boutin d'ar brezhoneg (hini Gwened ha KLT) hag ar c'herneveureg ; ar gerioù gallaouek ha gallek zo roet ivez. Gellout a reer gwelet traoùigoù heñvel e brezhoneg ha gallaoueg, da skouer an doare da lavaret « gwiñver », kazh-koad neuze e brezhoneg ha chat-de-boéz savet o-daou war an hevelep patrom, met war harzoù ar brezhoneg hepken e vez kavet an doare-se (Sant-Yann-Brevele), hag e Gwernenez, e Breizh-Uhel e kaver dre vras chat d'étchuiré, chat d'écureuil, evel en ul lodenn vras eus ar yezhoù oil[9].

Kerneveureg (FSS) Brezhoneg (KLT) Gwenedeg Gallaoueg Galleg
gwenenen gwenanenn guérenen avètt abeille
kador kador kadoér chaérr chaise
keus formaj/fourmaj/keuz fourmaj fórmaij fromage
yn mes er-m(a)ez er-mêz desort sortie
kodha kouezhañ kouehel cheir tomber
gaver gavr gavr biq chèvre
chi ti ti ostèu maison
gweus gweuz/muzell muzell lip lèvre
ganow genoù/beg beg góll bouche (gueule)
niver niver niver limerot numéro
peren perenn perenn peirr poire
skol skol skol escoll école
gwiwer gwiñver, kazh-koad razh-koed, kazh-koed chat d'écureuil, chat-de-boéz écureuil
steren steredenn/sterenn sterenn esteill étoile
megi butunat/fumiñ butunat betunae fumer (du tabac)
hedhyw hiziv/hirio/hiriou/hidiv hiniv, hirio, hidiv anoet aujourd'hui
hwibana c'hwibanañ/c'hwitellat/sutal… c'hwitellat sublae siffler

Stourmoù evit ar yezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalz anezho zo bet ; difeuls alies ha dic'hortoz eo ar re nevesañ.

  • Ur strollad nevez anvet Ai'ta! (deomp dezhi, e brezhoneg Treger ; gwelit [1]) a stourm evit ar yezh er vuhez foran gant fent ha preder.
  • Ur stourm all zo anezhañ eo ar stourm livadureg, da heul Stourm ar Brezhoneg. Kement hini hag a stourm evit ar yezh zo pedet neuze da ginklañ ur blog gant e wellañ livadurioù (gwelit [2]).

Politikerezh evit ar yezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En deskadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-benn talañ ouzh an diouer a gelennerien stummet war an deskadurezh vrezhoneg ez eus bet krouet yalc'hadoù "Skoazell & Desk" gant ar rannvroioù hag ar c'huzul bro.

Priziadeg 2018

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Meurzh/Ebrel 2018 e voe goulennet gant ar gelennerien vrezhoneg lakaat da dremen arnodennoù live evit ar c'hlasadoù trede e Diwan, en deskadurezh katolik hag an deskadurezh foran, da welet live gwirion ar skolajidi e fin ar c'helc'hiad pevar (sañset B2 ar CECRL).

Er vuhez foran

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er vuhez foran e kaver brezhoneg dindan daou stumm : ur c'hoant da vrudañ ar yezh ha da ziskouez ez eus politikerien a-du ganti, pe un implij gant brezhonegerien war ar pemdez.

Aliesoc'h-aliesañ e kaver ar brezhoneg er bed ekonomikel, ma vez degaset gant tud kar-o-yezh bet desket enni ha deuet da vezañ aktourien er bed-se. An abeg a genwerzh zo ivez dre emdroadur spered an dud a fell dezho adkavout un aergelc'h gwirion ha gwriziennet donoc'h en o endro sevenadurel.

Diouer a stourm evit ar yezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Kerzu 2006 e oa bet Marc ar Fur, kannad UMP (tu dehoù gall) Loudieg o kinnig e parlamant Pariz ur mennad savet evit anavezout ar yezhoù rannvro er Vonreizh c'hall : kannad ebet eus ar PS gall e Breizh (na Jean-Yves an Drian, a zo ivez prezidant Kuzul Rannvro Breizh) n'en doa mouezhiet gant kinnig ar Fur.

Skort eo implij ar brezhoneg war an dachenn bolitikel e-maez an Emsav. Implijet e vez dreist-holl evit desachañ mouezhioù war-du ur strollad pe un den politikel. Ral eo ar c'hoant gwirion da harpañ ar yezh.

An niver a vrezhonegerien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez un enklask kaset gant Fañch Broudig ha TMO, paeet gant Kuzul Rannvro Breizh, ne vije nemet 207 000 brezhoneger ken e 2007. Hervez enklask an INSEE, kempoelloc'h hervez Hervé Abalain[10], graet e 1999, e vefe 295 000[11]. Hervez Efficience 3 (2001) e vefe 300 000[11]. Ur 100 000 a dud bennak pe ouzhpenn a gompren mat ar yezh hep he c'homz[12].
Brezhonegerien zo e New York ; ar re-se oa degadoù bennaket anezho e 2012, hervez BZH New York, kevredigezh ar Vretoned eno[13]. N'eo ket gouiet hag ar re-se a gomz ar yezh a-wechoù pe bemdez, pe ar seurt rannyezh komzet ganto enni kennebeut.

Hervez ur studiadenn bet embannet e 2018 ez eus muioc'h evit 207 000 brezhoneger er vro[14].

Krennlavaroù diwar-benn ar brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Brezhoneg er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Patrom:Commonscat:Breton language

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Arzel Even : Istor ar yezhoù keltiek, levrenn 1, Hor Yezh, 1987
  • (en) Steve Hewitt : The Degree of Acceptability of Modern Literary Breton to Native Speakers, Department of Linguistics, Cambridge, 1977 Lenn en-linenn. Kavet : 05/10/2020.
  • MADEG Mikael, Kentelioù distagadur brezhoneg Bro-Leon, Nadoz-Vor Embannadurioù, Brest, 2020.
  • (en) Steve Hewitt : The problem of neo-speakers in language revitalization: The example of Breton, University College, London, 2020 Lenn en-linenn. Kavet : 05/10/2020.
  1. TMO 2007
  2. INSEE 2001
  3. "breton .1" ha "breton .2" war al lec'hienn devri.bzh
  4. Arzel Even, op. cit, p. 154.
  5. Arzel Even, op. cit., p. 158.
  6. La Revolution française et la langue bretonne
  7. (Ofis Publik ar Brezhoneg)
  8. Ofis Publik ar Brezhoneg)
  9. Eugène Rolland, Faune populaire de France, levrenn 7, p.150-157
  10. Abalain (H.), Histoire de la langue bretonne, emb. Gisserot, 2000, p.37
  11. 11,0 ha11,1 Hervé Abalain, Le français et les langues historiques de la France Par Hervé Abalain, emb. Gisserot, 2007, p. 276
  12. Diwar F. Broudig, Brud Nevez, niv. 274, 2009, p. 38
  13. Ar yech vrezoneg e New York e 2012.. An-Amzair (31 'viz Kerzu 2012).
  14. Bretagne.bzh


Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.